saburo sakai en breton
+2
615sqn_Harry
Saburo*Sakai
6 participants
GEFUV :: Le tripot de Macao ::
Page 1 sur 1
saburo sakai en breton
Saburo Sakai
poltred: Saburo Sakai gant e sabrenn, ar blenier kirri-nij samourai.
Saburo Sakai (1916-2000) a oa ur blenier kirri-nij Japanaat pad an eil brezel-bed. Laret vez d'eus outañ oa un As rak tizet n'eus muioc'h 'vit 5 karr-nij brezel enebour. Saburo Sakai a zo ganet e bro Japan, e Saga d'ar 25 a viz eost 1916. E familh a zo anavezet evit bezañ diskennad d'eus ur remziad Samourai, met a veve d'eus labour an douar. Da geñver ar studioù ar paotr Saburo n'eo ket gwall entanet.
D'an 31 a viz mae 1933, oadet a 16 bloaz, Sakai a ya da vartolod brezel. Da gentañ vezo implijet vel kanoler war ar vag Kirishima betek 1936, bloavezh lec'h ma vezo degemeret en ur skol 'vit bezañ blenier karr-nij. Daou wech en d'eus c'hwitet an arnodenn 'vit bezañ degemeret met tapout a ra memestra e diplom e 1937, hini ar blenerien kirri-nij war vourz un douger kirri-nij. kentañ ez eo d'eus e c'hlasad. Kregiñ a raio mare ar brezel-nij evitañ pad ar brezel chino-japanaat etre 1928-1939, eno vezo gloazet. Goude kement-mañ choaz a ra da nijal war ar c'harr-nij mil anavezet an hini Mitsubishi A6M "zero" ha kenderc'hel a ra gant ar brezel enep China.
Adal penn-kentañ ar brezel ez eo kroget etre Sakai hag an ofisourien ur brezelig dreist-holl a-fed gouzout petra vez tu d'ar blenerien kirri-nij, soudarded simpl anezho d'ober pe get. Sakai a ro an tu d'e genseurted da vutuniñ pezh a zo difennet rik, reiñ a ra urzh d'unan anezho da laerañ boued an ofisourien ...
E-kerzh ar c'hentañ emgann a-enep ar Chinaiz, Sakai a dizh ur c'harr-nij enebour met dre ma z'eo bet a-enep anholl urzhioù ez eo lañgachet gant e ofiser e plas bezañ anavezet e drec'h.
Goude ma vize kroget ar brezel a-enep ar Stadoù-Unanet, kemer a ra perzh e tagadenn ar Filipina.E 1942 ez eo kaset e Tarakan, e Borneo, kemer a ra perzh en emgannioù an Indez Izelvroat. Dont a ra a-benn da dizhout 13 karr-nij enebour araok ma vize klañv. Goude tri miz ez eo adarre war an tachennoù emgann, e strollad-nij an is-letanant Junishi Sasai er Ginea-nevez.
D'ar 7 a viz eost 1942 ez eo gloazet e-kerzh un emgann a-us da Guadalcanal, koll a ra eno e lagad dehou. Dont a ra a-benn memestra da zistreiñ gant e garr-nij goude ma vize bet kontet evel marvet.Chom a ra stanket en ospital 'vit 5 miz, ret vo dezhañ bezañ operataet pad hir amzer hep louzoù.
Tremen a raio ur bloavezh da gelenner vit ar skolidi brezel war ar c'hirri-nij . E miz ebrel 1944 ez eo kaset e strollad-nij Yokosuka hag a zo bet lakaet war tachenn emgann Iwo Jima. Ne c'hell ket nnijal pad pell met tizout a ra memestra pevar enebour.
E-kerzh an eil brezel-bed, ar blenier kirri-nij Saburo Sakai en d'eus distujet 64 karr-nij enebour, an darn vrashañ anezho o vezañ Amerikan. Anavezet ez eo ivez evit bezañ unan d'eus an tri blenier nemetañ d'eus e strollad-nij orin da vezañ chomet bev betek fin ar brezel
Goude ar brezel, Saburo Sakai en d'eus kuitaet an arme gant an titl a letanant. Bet eo bet penn-bras un embregerezh moulañ. Bet eo bet ivez da weladenniñ ar Stadoù-unanet lec'h ma n'eus kavet an tu da gejañ gant e enebourien gozh.
Saburo Sakai a zo marvet d'eus un taol-kalon d'an 22 viz here 2000 e-pad un emvod d'an aerborz-vor Atsugi.

Re: saburo sakai en breton
Heu t'as la même en japonais, ça serait sûrement plus compréhensible
615sqn_Harry- Wing Commander
- Nombre de messages : 8393
Localisation : Al Fayat
Date d'inscription : 26/10/2005
Re: saburo sakai en breton
T'a mangé trop de crêpes ou quoi ?
F/JG300_Touch- Oberst
- Nombre de messages : 6383
Age : 57
Localisation : Marne la Vallée, voisin : Mickey !
Date d'inscription : 08/12/2005
Re: saburo sakai en breton
pourquoi c'est tout écrit en verlan?
GR_2/33_Viper- Nombre de messages : 4682
Date d'inscription : 10/12/2006
Re: saburo sakai en breton
Merci braz !!!!
615sqn_Yann-per- Pilot Officer
- Nombre de messages : 884
Age : 66
Localisation : Trés a L'Ouest !!!
Date d'inscription : 19/04/2007
Re: saburo sakai en breton
Au passage un très bon lien sur monsieur sakai !
http://www.flyandrive.com/sakai01.htm
Vous avez remarqué que même en japonais le mot breton reste le même,... !!

Invité- Invité
GEFUV :: Le tripot de Macao ::
Page 1 sur 1
Permission de ce forum:
Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum